Edito Saison 2021-2022 – Marc Feldman

Après une saison éloignés de notre chaleureux public, nous souhaitons avant tout renouer avec l’humain, l’espoir et l’émerveillement. Et s’il y a un sentiment qui incarne parfaitement la philosophie de l’Orchestre National de Bretagne, il nous vient d’une source inhabituelle, le navigateur hawaiien Naïnoa Thompson : 

« En voyageant, nous créons de nouvelles histoires dans la tradition des anciennes histoires, nous créons littéralement une nouvelle culture à partir de l’ancienne… ».*

À l’ONB, nous bâtissons une nouvelle maison de musique sur la fondation de notre universelle musique classique avec toutes celles et ceux désireux d’y entrer pour cheminer un moment à nos côtés. En compagnie d’artistes venus du monde entier, de nos rives françaises à l’Amérique Latine, de l’Afrique au Japon, du Québec aux Pays Baltes, cette nouvelle saison sera encore plus audacieuse. 

Osez l’Orchestre National de Bretagne !

War-lerc’h ur bloavezh pell diouzh hon arvesterien c’hredus e fell deomp, da gentañ-penn, adstagañ gant an darempredoù, an esper hag an estlamm. Bez’ ez eus ur santad hag a glot tre-ha-tre gant tro-spered Laz-seniñ Broadel Breizh, digustum ar vammenn anezhañ avat : ar merdeer hawaiian Naïnoa Thompson :

« Pa vezomp o veajiñ e krouomp istorioù nevez diwar skouer an istorioù kozh, krouiñ a reomp ur sevenadur nevez da vat diwar an hini kozh… »

 

E Laz-seniñ Broadel Breizh emaomp o sevel un ti sonerezh nevez war diazezoù hor sonerezh klasel hollvedel asambles gant an holl dud a fell dezho dont ennañ evit ober ur pennad hent ganeomp. E-ser arzourien deuet eus pep lec’h dre ar bed, eus aodoù Frañs betek Amerika Latin, eus Afrika betek Japan, eus Kebek betek ar Broioù Balt, e vo klasket mont pelloc’h ganti c’hoazh er bloaz-mañ.

 

Laz-seniñ Broadel Breizh, hep tortal !